9
Evel ma oa Jezuz o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh. E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e gerent, dre ma'z eo ganet dall? Jezuz a respontas: N'eo ket en defe hemañ pe e dud pec'het, met abalamour ma vefe oberoù Doue disklêriet ennañ. E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni. E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed. O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se, hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer. An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen? Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo. 10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11 Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 12 Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket. 13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall. 14 Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ. 15 Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan. 16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo. 17 Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo. 18 Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud. 19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ? 20 E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall; 21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ. 22 E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn. 23 Dre-se e dud a lavaras: Oad en deus, goulennit digantañ. 24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her. 25 Eñ a respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her; un dra a ouzon eo penaos e oan dall, ha penaos e welan bremañ. 26 Int a lavaras c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit? 27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien? 28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez. 29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo. 30 An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din! 31 Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enoriñ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ. 32 N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall. 33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellje ober netra. 34 Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit. 35 Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue? 36 Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ? 37 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit. 38 Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ. 39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel. 40 Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall? 41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.