3
Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen, dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro. Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù, evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù. Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet; ha pep kig a welo silvidigezh Doue. Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont? Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 10 Neuze ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta? 11 Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket. 12 Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp? 13 Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h. 14 Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae. 15 Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist, 16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 17 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. 18 Eñ a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel. 19 Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet, 20 a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon. 21 Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras, 22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. 23 Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa, evel ma kreded, mab da Jozef, mab Heli, 24 mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef, 25 mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahum, mab Esli, mab Naggai, 26 mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda, 27 mab Joanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri, 28 mab Melki, mab Addi, mab Kosam, mab Elmodam, mab Er, 29 mab Joze, mab Eliezer, mab Jorim, mab Mazat, mab Levi, 30 mab Simeon, mab Juda, mab Jozef, mab Jonam, mab Eliakim, 31 mab Melea, mab Mainan, mab Mattaza, mab Natan, mab David, 32 mab Jese, mab Obed, mab Booz, mab Salmon, mab Naason, 33 mab Aminadab, mab Aram, [mab Joram,] mab Ezrom, mab Farez, mab Juda, 34 mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor, 35 mab Seruk, mab mab Ragav, mab Faleg, mab Eber, mab Sala, 36 mab Kainam, mab Arpaksad, mab Sem, mab Noe, mab Lamec'h, 37 mab Matuzala, mab Enoc'h, mab Jared, mab Maleleel, mab Kainan, 38 mab Enoz, mab Set, mab Adam, mab Doue.