22
Jezuz o komz, a lavaras a-nevez dezho dre barabolennoù: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab. Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured; met ne felle ket dezho dont. Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured. Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh, ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas. Ar roue a yeas droug ennañ, hag o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se, hag e tevas o c'hêr. Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi. It eta er c'hroazhentoù, ha galvit d'an eured an holl re a gavot. 10 E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol. 11 Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en devoa ket gwisket un dilhad eured. 12 Lavarout a reas dezhañ: Va mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut. 13 Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit eñ en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 14 Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet. 15 Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù. 16 Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud. 17 Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket? 18 Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed? 19 Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner. 20 Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? 21 Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. 22 Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit. 23 An hevelep devezh, ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas da gavout Jezuz, hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 24 Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur. 25 Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas; hag evel n'en devoa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur. 26 En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet. 27 Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez. 28 Da behini ar seizh-se e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak eo bet dezho holl. 29 Jezuz, a respontas dezho: En dallentez oc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue. 30 Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv. 31 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h: 32 Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. 33 Ar bobl a selaoue, hag a voe souezhet gant kelennadurezh Jezuz. 34 Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en devoa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas, 35 hag unan anezho, doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ, evit e demptañ: 36 Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn? 37 Jezuz a respontas dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl soñj. 38 Hennezh eo ar c'hentañ hag ar brasañ eus ar gourc'hemennoù. 39 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 40 Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded. 41 Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo, 42 o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid. 43 Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, e Aotrou, pa lavar: 44 An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 45 Mar galv eta David e-unan anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab? 46 Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.