Jean. 10. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na da ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant. Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an deñved. Ar porzhier a zigor dezhañ an nor, hag an deñved a glev e vouezh; gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez. Ha p'en deus lakaet er-maez e zeñved e-unan, e vale a-raok dezho, hag an deñved a heul anezhañ, abalamour ma'c'h anavezont e vouezh. Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved. An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet. Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan. Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster. Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved. Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho. An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved. Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto, evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved. Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken. Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer. Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad. Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se. Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ? Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall? Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa. Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon, ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals. Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon. Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h. Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon. Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. Me hag an Tad a zo unan. Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata. Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon? Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue. Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed? Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret), lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue? Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon. Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ. Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn. Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno. Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir. Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.